Degemer mat war lec'hienn
An Naer Produksion

"AN NAER PRODUKSION a zo un embanner pladennoù eus Bro-Dreger. Plij a ra d'ar stal pouezañ war ar sonerezh met ivez war livioù, feurm, skeudennoù ar bladenn.

N'eo ket diaes da kavout anezho e-touesk ho fladennoù. Gwelet e vez sonerezh hengounel met ivez sonerezh hengounel a-vremañ pe gant spered hon sevenadur.

Ur sonerezh a-vremañ, don, hardiz, fromus ; pladennoù evel gwir levrioù, plijadur d'an daoulagad kenloulz ha d'an divskouarn ; krouidigezh an deiz a-hirie en Breizh, digor ha dieud, liesseurt ha lemm : setu pez a vez kinniget deoc'h gant An Naer Produksion.

Un istor a c'hoant hag al lañs, heuliet a-dost gant ar c'hritik ha gant selaouerien eus ar bed a-bezh."

 

Darempred

Dizoloit
HON ALBOMOÙ DIWEZHAÑ